Sheela na Gig
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur Sheela na Gig (ur saoznekadur eus gouezeleg Iwerzhon: Síle na gcíoch) zo ur c'hizelladur a ziskouez ur plac'h en he noazh o tiskouez ur pikol kourzh. Kavet e vezont en Iwerzhon hag e Bro-Saoz, ouzh ilizoù pe gastilli, pe savadurioù all, o-unan pe gant paotred. Unan eus ar re vrudetañ eo hini Kilpeck en Herefordshire, e Bro-Saoz.
En Iwerzhon emañ an darn vuiañ: hervez The Sheela-na-Gigs of Ireland and Britain: The Divine Hag of the Christian Celts – An Illustrated Guide, levr Joanne McMahon ha Jack Roberts, ez eus meneget 101 kizelladur en Iwerzhon, ha 45 e Breizh-Veur.
Graet e oa ar c'hizelladurioù-se da bellaat ar marv hag an droukspered hervez klaskerien zo (Andersen; Weir and Jerman). Lakaet e oant a-us d'en dorojoù ha prenester da virout na deuje an droug dre aze.
Kizelladurioù all a'r seurt-se, met gargouloù dreist-holl (anvet ivez Hunky Punk e Somerset), a vez kavet e pevar c'horn Europa ouzh an ilizoù.