Selma Lagerlöf
From Wikipedia, the free encyclopedia
Selma Ottilia Lovisa Lagerlöf (distagadur svedek (LFE): [ˈsɛlma ˈlɑːɡərˌløːv]) a oa ur skrivagnerez svedek he deus tapet Priz Nobel al lennegezh. Ganet e oa bet d’an 20 a viz Du 1858 e Mårbacka, e proviñs Värmland, ha marvet e oa en hevelep lec’h d’ar 16 a viz Meurzh 1940. Ar vaouez kentañ eo bet o kaout ar Priz Nobel, er bloavezh 1909. Brudet eo dre ar bed a-bezh, abalamour d’he levr evit ar vugale, Nils Holgerssons underbara resa genom Sverige ("Beaj hollgaer Nils Holgersson a-dreuz Sveden").