Salvador (Bahia)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kêr Salvador, a-wechoù Salvador da Bahia (diofisiel), pe São Salvador da Bahia de Todos os Santos (anv istorel kentañ) zo ur porzh e Brazil, hag ivez kêr-benn stad Bahia, er rannvro Nordeste. Kentañ kêr-benn Brazil eo bet ivez, etre 1534 ha 1763, er marevezh trevadennel. Trede kêr Brazil eo evit a sell ar boblañs (2 676 606 a dud e 2010), hag ar seizhvet tolpad-kêr (3 574 804 a dud). Enskrivet eo kreiz-kêr war roll Glad bedel an Unesco e 1985.
Ur pennad Salvador zo ivez.
Brudet eo tier, sonerezh ha boued an tolead, gwrizioù don dezho e sevenadur Afrika. Kreiz-kêr istorel zo anavezet evel ar Pelourinho ma vleunias tisavouriezh trevadennel Portugal adalek ar XVIIvet kantved.