From Wikipedia, the free encyclopedia
Sadwrn pe Sadwrn Farchog, pe Sadorn e brezhoneg, pe Saturnus pe Saturninus e latin, ganet war-dro 480, a oa, hervez ar vojenn, ur sant brezhon hag a roas e anv d'an daou lec'h anvet Llansadwrn : an eil e Sir Gaerfyrddin, egile en Enez Mon.
Breur e oa da Ildud ha mab da Bican. Hervez e anv e c'haller krediñ e oa bet soudard en arme roman. Dimezet e vije bet da Canna, ur mab o dije bet, sant Crallo.
E 1742 e voe kavet ur maen-bez en iliz Llansadwrn, Môn, lakaet abaoe e moger an iliz. Hervez V. E. Nash-Williams, e lenner kement-mañ:
A c'haller treiñ evel-hen:
Lidet e vez d'an 29 a viz Du, moarvat abalamour ma'z eo bet droukvesket e anv ha hini Sant Saturninus Toulouse, en Okitania. Ur skeudenn gizellet anezhañ a weler en iliz Biwmares m'en gweler evel marc'heg barvek.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.