From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar sac’h plastik zo ur sac'h a vez roet, gwerzhet, prestet, kinniget, gant an holl varc'hadourien d'ar brenerien da zougen o frenadennoù. Graet eo ar seier plastik gant polietilen aozet gant kimiezh an eoul-maen. Ouzhpenn ar seier plastik-se avat a zo, hag e plastik ivez e vez ar seier-lastez.
Bep an amzer e vez degaset da soñj d'an dud eo gwelloc'h chom hep lezel ar vugale da c'hoari gant seurt seier. Techet e vezont da lakaat anezho war o fenn, ha mouget ez eus bet lod evel-se.
Skañv eo ar seier plastik, mont a reont gant an avel, kavet e vezont e pep lec'h, war ar maez, er menezioù, er morioù. Dañjerus int d'al loened ivez: debret e vezont gant ar saout hag an deñved er parkeier, gant pesked ha baoted er mor, ha mouget e vezont ganto ivez.
N'a ket ar seier plastik da get o-unan goude ma'z int bet implijet, ha hirbad int. Ur gwallgudenn eo deuet da vezañ. E Korsika ez eus bet klasket lakaat berz warne.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.