From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur rummenn ger, ur rummenn yezhadurel pe ur rummenn c'hramadegel zo ur rummad gerioù heñvel o natur, ma c'haller lakaat an eil e-lec'h egile.
Da skouer
Kemeromp ar skouer « Harzhal a ra ar c'hi », ha lakaomp gerioù all e-lec'h an anv « ki» .
Ar « c'hi », ar « c'hazh », ar « c'hangouroued », hag ar re all, a zo gerioù eus ar memes rummenn yezhadurel — an anv-kadarn, amañ —, ne vern pe gwirheñvel pe nann eo ar frazenn.
Dre vras e lavarer ec'h aparchant gerioù zo ouzh ar memes rummenn yezhadurel ma c'haller lakaat an eil e-lec'h egile en ur frazenn. Treuzkemmadur a vez graet eus se peurvuiañ.
En ur geriadur e vez merket e pe rummenn, pe rummennoù, yezhadurel emañ ar gerioù : gerioù zo a c'hall bezañ lakaet e meur a rummenn. E gwirionez eo an implij a ra natur ar ger hag a lavar e pe rummenn emañ. Kemeromp ar skouerioù-mañ :
Ar rummennoù a vez lâret int digor pe serr. Ur rummenn zo digor ma tegemer gerioù nevez, serr ma ne ra ket, pe ral a wech. Ar rummennoù digor a zo niverus ar gerioù enne, ar rummennoù serr zo kalz bihanoc'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.