From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur roued zo ur benveg pesketa pe chaseal a ro an tu da dapout preizhoù, pesked dreist-holl.
Graet e vez gant un seurt gwiadenn a zo mailhoù, da lavaret eo toulloù etre kordennigoù kroaziet. An toull-se a vez graet al lagad pe ar mell anezhañ ivez. Pa implijer ur roued evit trapañ loened (pesked, laboused, kresteneged, amprevaned hag all...) e vez astennet ar ster da bep trap difetis ma lakaer tud da gouezhañ ennañ (sell ouzh al lavarenn "kouezhañ e rouedoù un den bennak". Ur roued a implijer ivez e sportoù paliked evel an tennis, ar badminton, ar ping-pong pe sportoù bolotenn evel ar volley-ball pe ar water polo. Staliet e vez e-kreiz an dachenn c'hoari da zispartiañ tu c'hoari pep hini (pe pep skipailh). Ar bolotenn pe ar vell a ranker kas eus an eil tu d'egile dreist d'ar roued.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.