Robert d'Arbrissel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Robert d’Arbrissel (1045? 1047-1116? 1117?), pe Roperzh Ervrezhell hervez ur brezhonekadur[1], a oa ur manac'h breizhat, ganet en Arbrissel, tost da Gwerc'h-Breizh, e Bro-Roazhon, ha d'an harzoù gant Anjev. Mervel a reas e prioldi Orsan, e Bro-C'hall (Cher).
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Robert d'Arbrissel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Robert d'Arbrissel |
Anv-bihan | Robert |
Deiziad ganedigezh | 1047 |
Lec'h ganedigezh | Ervrezhell |
Deiziad ar marv | 25 C'hwe 1117 |
Lec'h ar marv | Prieuré of Orsan |
Lec'h douaridigezh | Abati Fontevraud |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | theologian |
Bet studier da | Anselm of Laon |
Relijion | Iliz katolik roman |
Stad ar c'hanonizasion | beatification |
Gouel | 24 C'hwevrer |
Oberenn heverk | Abati Fontevraud |
Serriñ
Gantañ e voe savet Abati Fontevraud ha manati La Roe (e Mayenne hiziv), e 1101. Eno e veze degemeret gwazed ha maouezed e kouentoù disheñvel, ha renet e veze abaoe ar penn-kentañ gant un abadez, hervez reolennoù an diazezour. Bec'h en doe gant an eskibien abalamour d'e vennozhioù war buhez ar venec'h, lec'h ar merc'hed er gevredigezh kristen, difenn ar beorien.