From Wikipedia, the free encyclopedia
Krignerezh rimierezh pe rimiadur a implijer e geomorfologiezh evit fenomennoù naturel a gaver war gorre ar voul-douar. Dre vras eo ar c'hrignerezh an etreober diwar darvoudoù fizikel evel an avel, ar glav, an erc'h ha dreist-holl diruilhal an dour a zegas kemmoù en torosennadur.
Kresket eo efedoù ar c'hrignerezh gant an dinaou (kouezhañ a ra tammoù reier pe kaset int pelloc'h gant diruilhal an dour), gant kemmoù an hin (kemmoù ar wrez), kaleter pe enteuzusted ar roc'h (kouezhañ a ra abretoc'h ar reier tener pe wak).
Dre ar c'hrignerezh e vez stummet al lodenn vrasañ eus ar stummoù douarel war zouar hag eo goloet foñs ar morioù gant tolzenn divent ar gouelezennoù produet.
M'eo pouezus-tre efed ar c'hrignerezh war ar gweledvaoù e ra e efed a-hed ar milvedoù ha war milionoù a vloavezhioù. Gantañ e vez lakaet menezioù da gompezennoù ha leuniet e vez douaroù izel gant gouelezennoù dezho un treuz bras, a-wechoù kaset pell-tre gant an avel pe an dour.
Pa vez kaozet eus krignerezh ur roc'h ez eus an aliesañ tri mare :
Diouzh kaleter (hervez skeul Mohs) ha standilhon ar mineralioù a zo er reier, diouzh ledanadur termek ar reier, diouzh reaktadurioù kimiek etre ar mineralioù hag an endro e c'hell bezañ krignet diaes pe aesoc'h pep roc'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.