![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/53/Iron_Age_Italy-fr.svg/langbr-640px-Iron_Age_Italy-fr.svg.png&w=640&q=50)
Reteg
yezh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar reteg , pe raeteg, a zo ur yezh tireniek nebeut anavezet, a veze komzet gwechall e Raetia en Alpoù ar Reter, en norzh d'ar veneteg. N'anavezer anezhañ nemet dre un dornad enskrivadurioù berr en un eilstumm eus al lizherenneg etruskek, ar pezh a oa abeg da galz a vreud diwar-benn e orin. Krediñ a ra ar glaskourien a-vremañ e oa kar d'an etruskeg avat.
Muioc'h a ditouroù Reteg (*dianav), Perzhioù ...
![]() |
|
Serriñ
Mont a reas da get war-dro an IIIe kantved moarvat, kemeret e lec'h gant al Latin ha gant yezhoù germanek.