Republikan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur republikan a zo un den douget d'ar Republik pe d'ar republikelezh.
![]() |
Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask. |
Hervez ar vro hag ar marevezh istorel e c'hall kemm ster ar ger avat.
- Gwechall e oa republikan an den a save a-enep galloud ar roue, da vare Dispac'h Gall 1789 da skouer, ha goude-se a-enep galloud an impalaerien. Gwir eo atav evit izili an Australian Republican Movement pe ar British Republican Movement.
- En Iwerzhon, bezañ republikan zo bezañ a-enep galloud ar rouantelezh saoz en Iwerzhon ha sevel a-du gant unvanidigezh an enezenn e-barzh Republik Iwerzhon.
- E-kerzh Brezel Diabarzh Spagn e oa republikaned ar re a stourme a-enep ar re a rae anezhe o-unan broadelourien (nacionalistas), hag a veze graet faskourien anezhe gant ar Republikaned.
- En Italia e oa republikaned ar re a stourme a-enep ar rouanez, a voe distroadet o galloud goude an eil brezel bed.
- E Stadoù Unanet Amerika eo republikaned tud ar Republican Party, ar re a zo ar muiañ en tu dehoù, enebiñ a reont ouzh an demokrated a zo muioc'hik a-gleiz.
- E Bro-C'hall hiziv e c'hall bezañ ivez meur a dra:
- un den ezel eus ar Strollad Republikan (Parti Républicain)
- un den a zifenn diazezoù ar republikelezh a-vremañ. Komzet e vez neuze ivez eus republikanouriezh.