Rannvro Kantō
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rannvro Kanto (関東地方 Kantō-chihō) zo ur rann eus Honshu, an enezenn vrasañ eus Japan[1]. Bodañ a ra tolead Tokyo ha seizh prefediezh : Gunma, Tochigi, Ibaraki, Saitama, Tokyo, Chiba ha Kanagawa. Kompezenn Kanto a ya d'ober un tammig muioc'h evit 45% eus he zolead. Er peurrest emañ an tosennoù hag ar menezioù war harzoù ar rannvro. Hervez sifroù ofisiel an niveradeg d'an 1 a viz Here 2010 e oa 42 607 376 annezad[2]. Da lâret eo war-dro un drederenn eus holl boblañs Bro-Japan.