Raffaello Sanzio, pe Raffaello Santi (pe Raffaello da Urbino, Raffaello Sanzio de Urbino), zo ul livour italian brudet, hag un tisavour, eus mare an Azginivelezh italian.
Mab e oa da Giovanni Santi, livour ha barzh e lez Frédéric III Montefeltro, unan a briñsed anavezetañ e amzer, gwarezour an arzourien. Brudet e oa Urbino evel un oaled arzourien e penn kentañ ar XVIvet kantved.
Emzivad e voe d'e unnek vloaz, hag advabet e voe gant e eontr Bartolomeo a oa beleg.
Tri frantad a c'haller gwelout en e vuhez:
Ar prantad kentañ eo hini e vloavezhioù deskiñ, en Urbino da gentañ, e Perugia goude, ma labouras e stal-labour brudetañ livour an amzer, Pietro Vannucci, anavezet evel Perugino.
E dad Giovanni Santi, a oa livour brudet e lez dug Urbino, a voe e gentañ kelenner. Mervel a eure e 1494, tri bloaz war-lerc'h e wreg, ma chomas emzivad ar mabig Raffaello d'e unnek vloaz. Goude deskiñ ar vicher ur pennadig gant livourien all Urbino ez eas da b-Perugia, davet ar Perugino. Goude ur pennad e teuas ar mestr da zreveziñ an diskibl, tre evel ma treveze an diskibl ar mestr en kelenne. En em glevout mat a rae an daou arzour, ha mignoned e chomjont.
Adalek 1500, d'e seitek vloaz eta, e voe «magister», da lavarout eo e oa mestr ivez, ha n'eo ket diskibl d'un arzour all. Gant se en devoa gwir da gaout ur stal-labour, eilerien, ha diskibien. Livañ a reas «kurinidigezh Nikolaz Tolentino» evit iliz Sant'Agostino de Città di Castello, un daolenn livet gant skoazell Evangelista di Pian di Meleto, a oa eiler gant e dad.
E 1504 eo e reas e bennoberenn gentañ — Eured ar Werc'hez — un daolenn graet a-raok dezhañ kuitaat Perugia, p'edo c'hoazh o labourat gant ar Perugino: dibabet e oa bet gante an hevelep danvez, abalamour dezho da welout perzhioù an eil hag egile.
Kuitaat a eure Perugia, hag eñ oadet a 21 bloaz, da vont da Firenze.
D'an 1 a viz Here 1504, e skrive Giovanna Felicita Feltria della Rovere, gwreg dug Urbino, ul lizher da Pier Soderini, gonfalonniereRepublik Firenze, da erbediñ al livour yaouank dezhañ, evit ma vije roet dezhañ labour diouzh e ampartiz.