![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fc/John_Lee_Hooker_two.jpg/640px-John_Lee_Hooker_two.jpg&w=640&q=50)
R&B
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar rhythm and blues (skrivet ivez rhythm 'n' blues), pe R&B (R'n'B pe RnB ivez, gant ar memes distagadur), zo ur seurt sonerezh amerikan eus ar bloavezhioù 1940 ha 1950, levezonet war un dro gant ar gospel, ar blues hag an jazz[1].
Savet e oa an anv e 1949 gant Jerry Wexler, kazetenner er gelaouenn vicherel Billboard[2], a zeuas da vezañ diwezhatocc'h unan eus ar broduerien vrudetañ eus ar mare en embregerezh Atlantic Records. An anv-se, aesoc'h da implijout er marketing, a gemeras tamm-ha-tamm lec'h an droienn race music (« sonerezh gouenn »), re zisprizus. Kentoc'h evit anv ur seurt sonerezh resis, an anv rhythm and blues zo bet implijet tamm-ha-tamm da ziskrivañ holl ar seurtoù sonerezh kempredel poblek ganet er boblañs afroamerikan.
Daoust ma vez implijet a-nevez en Europa abaoe diwezh ar bloavezhioù 1990, an anv « R&B » a zo bet implijet atav er Stadoù-Unanet (adalek ar bloavezhioù 1950 betek hiziv). Arabat eo droukveskañ anezhañ gant ur seurt sonerezh all anvet « R'n'B » pe « R&B », pe R'n'B a-vremañ.