Pêr Mokaer
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pêr Mokaer, bet ganet e Pariz d'ar 14 a viz Mae 1887 en ur familh genidik eus Bro-Gerne, ha marvet e Brest d'ar 4 a viz C'hwevrer 1961, a oa ur politikour, ur skrivagner, ur c'hazetenner, hag ur stourmer breizhat ha bet rezistant e-pad an Eil Brezel-bed. Ur plas a-bouez en doe a-raok 1940, pa voe liammet gant Yann-Bêr Kalloc'h ha Yann-Vari Perrot ha gant Roparz Hemon e 1941, met e voe splannoc'h e levezon pa yeas da benn Kendalc'h e 1950. Ezel Goursez Breizh ha Framm keltiek Breizh e voe. Liesyezhegour e voe (brezhoneg, saozneg, kembraeg ha norvegeg) hag e sinas Gwaz Eusa (anv-drouiz), Yann Gwirionez, Pierre Kerenez ha Jacques Keridrya-wezhioù.