From Wikipedia, the free encyclopedia
Prusia ar Reter (Ostpreußen en alamaneg) a oa ur vro en arvor gevred ar Mor Baltel, etre an XIIIvet kantved ha dibenn an Eil Brezel-bed. Rannet eo an douaroù-se bremañ etre Rusia ha Polonia.
Deiziad krouiñ | 1773 |
---|---|
Anv ofisiel | Ostpreußen |
Anv er yezh a orin | Ostpreußen |
Yezh ofisiel | alamaneg |
Kan broadel | nationalhymne of east prussia |
Kevandir | Europa |
Stad | Prusia |
Kêr-benn | Königsberg |
E tiriad | Rouantelezh Prusia, Stad dieub Prusia |
Daveennoù douaroniel | |
Sez sokial | Kaliningrad |
Bet erlec'hiet gant | Memelland |
Erlec'hiañ a ra | Dugelezh Prusia |
Deiziad divodañ | 1945 |
Kod plakenn varilh | I C |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of East Prussia |
Annezet e oa Prusia ar Reter gwechall gant ur bobl anvet Henbrusianed pe Borusianed, a gomze henbruseg, ur yezh valtek. Aloubet e voe bro ar bobl-se gant Marc’heien an Urzh Teutonek en XIIIvet kantved. Goude un hanter-kantved a emgannoù e voe kaset da get pobl an Henbrusianed ; goude-se e voe kristenaet hag alamanekaet tamm-ha-tamm ar re anezho a oa chomet bev. Gant an Urzh Teutonek e voe savet e Prusia ar Reter ur stad alamanek kristen ha ne anaveze galloud ebet a-us dezhi estreget hini ar Pab. E-pad ur pennad e voe brasaet domani ar stad-se war-zu an hanternoz, diwar-goust Livonia hag Estonia. E 1525, dindan ren diwezhañ Mestr Meur an Urzh Teutonek, Albrecht, e teuas stad Marc’heien an Urzh Teutonek da vezañ Dugelezh Prusia.
En amzer-hont ne veze graet nemet "Prusia" eus ar vro (Preußen en alamaneg). Goude 1772, pa voe rannet Polonia, e voe lakaet kemm etre douaroù ar c’hornôg a oa bet e dalc’h Polonia, hag a voe graet Prusia ar C'hornôg anezhi, hag ar pezh a oa Prusia diagent hag a voe anvet hiviziken "Prusia ar Reter".
Etre 1772 ha 1829 hag etre 1878 ha 1945 e oa Proviñs Prusia ar Reter ul lodenn eus stad Prusia. Königsberg e oa ar gêr-benn.
Goude ar Brezel-bed Kentañ e voe rannet Prusia ar C’hornôg etre Polonia (Pomerania) ha Kêr zieub Danzig (Gdańsk bremañ). Evel-se en em gave dispartiet Prusia ar Reter diouzh Alamagn.
Goude an Eil Brezel-bed e voe dismantret Prusia ar Reter ha rannet e voe ar vro etre Polonia, er c’hreisteiz hag URSS en hanternoz, gant kêr Königsberg, anvet Kaliningrad hiviziken. Skarzhet e voe an holl alamanegerien diouzh al lodenn norzh ha ne chomas ket kalz anezho er c’hreisteiz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.