Prunus a vez graet eus ur genadgwez ha brousgwez, en o zouez ar prunenned, ar c’herezenned, ar pechezenned, an abrikezenned hag an alamandezenned. Dre voas e vez renket ar prunus e diabarzh kerentiad ar Rosaceae a-gevret gant ar roz. Sellet e vez outo evel ouzh un iskerentiad, anezhañ ar Prunoideae (pe Amygdaloideae) met, a-wechoù, e vez sellet outo evel ouzh ur c’herentiad drezo o-unan ar Prunaceae (pe Amygdalaceae). Kantadoù a spesadoù Prunus zo, strewet dre ranndirioù kerreizh hanterenn norzh ar voul-douar.
Peurliesañ eo gwenn pe roz o bleuñv gant pemp petalenn ha pemp sepalenn. Genel a reont o-unan pe dre volzadoù a zaou da c’hwec’h war vlokadoù. Frouezh an holl spesadoù Prunus en em ziskouez e stumm un drupenn gant ur maen bras a-walc’h en o c’hreiz. Goafheñvel eo o delioù diflip, dantek war ar c’hant anezho.
Lod a dorr ar genad Prunus e genadoù disheñvel. N'eo ket ar pep brasañ eus ar skiantourien evit anavezout er Prunus pelloc’h eget un isgenad. An ITIS ne anavez nemet ur genad Prunus, gant ar roll spesadoù evel m'emañ diskouezet er voest a-zehou.
Prunus subgenera:
Isgenad Amygdalus: alamandezenned ha pechezenned. Broñsoù kostez er gwez (broñsenn strujus kreiz, div vroñsenn vleuniaouek dre gostez). Bleunioù e deroù an nevezamzer, didroad war-bouez nebeut, ket war ar c’hellidoù deliaouek. Frouezh garanek eus un tu; maen garanek don. Spesad skouer Prunus dulcis (Alamandezenn).
Isgenad Prunus: Prunenned hag abrikezenned. Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù abred e lañsennoù an nevezamzer, ket war ar c'hellidoù deliaouek. Frouezh garanek eus un tu; maen garv. Spesad skouer Prunus domestica (Prunenn).
Isgenad Cerasus: Kerezenned. Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù korimbek abred en nevezamzer, troadek-hir, ket war ar c'hellidoù deliaouek. Frouezh hep garan; maen levn. Spesad skouer Prunus cerasus.
Isgenad Lithocerasus: Broñsoù kostez a-driadoù. Bleunioù korimbek abred en nevezamzer, troadek-hir, ket war ar c'hellidoù deliaouek. Frouezh hep garan; maen levn. Spesad skouer Prunus pumila.
Isgenad Padus: Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù diwezhat en nevezamzer e blokadoù kellidoù deliaouek, berr o zroad. Frouezh hep garan; maen levn. Spesad skouer Prunus padus.
Isgenad Laurocerasus: Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù abred en nevezamzer e blokadoù, ket war ar c'hellidoù deliaouek, berr o zroad. Frouezh hep garan; maen levn. Atav glas koulz lavaret (an holl isgenadoù all zo dibad o delioù). Spesad skouer Prunus laurocerasus (Lore-ki).
E genad Prunus emañ an alamandezenned, an abrikezenned, ar c’herezenned, ar pechezenned hag ar prunenned; gounezet eo an holl anezho evit ar c’henwerzh abalamour d'ar frouezh taolet ganto. Tamm debradus an alamandez eo an hadenn anezho; drupennoù eo frouezh an alamandezenned, n'int ket kraoñ. Kalz a spesadoù hiron zo ivez. Gounezet e vezont evel plant kinklañ, implijet dreist-holl abalamour d'o bleunioù puilh, a-wechoù evit o delioù pe o ruskenn. Er plant kinklañ-mañ e renker ar strollad zo ennañ an holl kerezenned bleuniaouek.
Degaset eo bet ar Prunus e rannoù eus ar bed ma ne vezent ket kavet gwechall. Kement-se abalamour d'o zalvoudegezh bras. Ur c’halz eus spesadoù Eurazia a c’hounezer evit kinklañ pe evit o frouezh. Plantet int bet e pep lec’h er bed ha lod zo en em c’hraet eus o lec’h nevez kalz en tu all d'o lec’h orin.
Talvezout a ra ar spesadoù Prunus da blant emvagañ evit spesadoù Lepidoptera zo.