From Wikipedia, the free encyclopedia
Proviñs Spagn Nevez a voe savet e Besrouantelezh Besrouantelezh Spagn Nevez hervez Bonreizh Cádiz e 1812.
Daoust d'hec'h anv ne oa ket enni holl zouaroù ar vesrouantelezh kozh, pa ne oa nemet douaroù stadoù Mec'hiko, Michoacán, Oaxaca, Puebla (stad)|Puebla]], Querétaro, Tlaxcala ha Veracruz.
Kêr Mec'hiko e oa ar gêr-benn. Gouarnet e oa gant ur Penn Politikel Uhel (Jefe Político Superior) anvet gant roue Spagn hag un Diputación Provincial a seizh ezel, dilennet gant ar bobl. Rannet e oa e pastelloù (partidos) gouarnet gant Pennoù Politikel a renk izeloc'h (Jefes Políticos Subalternos).
Pa zeuas Distro an Hollveliegezh e Spagn (Restauración absolutista en España) e 1814 ez eas ar broviñs da get hag adsavet e voe Besrouantelezh Spagn Nevez. Hounnezh a badas neuze betek 1820, pa voe adsavet Bonreizh Cádiz hag ar broviñs war un dro. Lakaet e voe ar besroue diwezhañ, Juan Ruiz de Apodaca, da Jefe Político Superior de Nueva España, hag adsavet e voe Bonreizh Spagn da-vat e Spagn Nevez d'an 31 a viz Mae 1820.
En 1821 e voe kemeret e lec'h de facto er gouarnamant gant Francisco Novella. D'ar 24 a viz Gwengolo e voe kemeret ar garg a Jefe Político Superior gant Juan O'Donojú, an diwezhañ den er garg-se, a-raok mare vezh dizalc'hiezh Mec'hiko, ha ne c'houarnas nemet un toulladig deizioù, rak d'ar 27 a viz Gwengolo 1821 e voe kemeret ar galloud gant pennadurezh an Impalaeriezh dizalc'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.