![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6f/Flag_of_Provence.svg/langbr-640px-Flag_of_Provence.svg.png&w=640&q=50)
Provañs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Provañs (Provença, [pʀuˈvɛⁿsɔ], en okitaneg) zo ur rannvro istorel ha sevenadurel e reter Okitania.
Ur rouantelezh eo bet en IXvet kantved, ha goude-se ur gontelezh hag a voe staget e 1481 ouzh Bro-C'hall.
Fedoù berr-ha-berr
Serriñ
Klotañ a ra hiziv, mui pe vui, gant ul lodenn eus ar rannvro velestradurel Provence-Alpes-Côte d'Azur, e gevred ar Stad c'hall. En em astenn a ra eus korn-bro Nimes betek ar stêr Var a zisparti Provañs ha Kontelezh kozh Nisa. Met da vareoù zo e oa bro Nisa e kontelezh Provañs (betek 1388 da skouer).
Arle e oa kêr-benn Provañs etre 911 ha 1180, ha goude-se Ais de Provença etre 1180 ha 1789. Hogen Marselha eo kêr-benn ar rannvro velestradurel Provence-Alpes-Côte d'Azur bremañ.