Propagandakompanie berraet e PK anvet a-wechoù Propagandatruppe a oa unvezioù arbenikaet war dachenn ar propaganda evit an Trede Reich. Kavet e vezent kement er Wehrmacht pe er Waffen-SS. An nerzhioù-se a oa adkavet en Amtsgruppe für Wehrmachtpropaganda (WPr), ur skourr eus an Oberkommando der Wehrmacht.

Thumb
Skoed ardamaez ar Propagandakompanie
Thumb
Ul lodenn eus unwisk ar propagandatruppe

Joseph Goebbels maodiern propaganda an Trede Reich en doa implijet kalz ar propaganda evit lakaat er galloud an nazied. Ur wech er galloud en devoa savet ur ministrerezh ar propaganda kreñv, da geñver ar brezel o tont e savas ivez unvezhioù soudarded staget d'al luioù gant ar pal heuliañ ha degas poltriji pe filmoù pe pennadoù kazetenniñ adal an talbennoù lies. Ar propaganda-se a oa da vezañ kaset etrezek an trevourien pe ar soudarded all, kement hag evit poblañsoù an tiriadoù e-dalc'h an Alamanted.

A-hed an Eil Brezel-bed an unvezhioù-se a broduas 80 000 pennad kazetenniñ ha muioc'h evit 2 milion poltred.

Tuadur teknikel

Ar propagandakompanie a oa unvezioù savet gant tud mailh war micherioù disheñvel (poltrijerien, filmourien, tresourien skritelloù, livourien, kazetennerien...) ha dafaret gant ar gwellañ binviji a oa tu kavout dezho. Kalz nerzh hag arc'hant a oa bet postet gant an nazied evit kaout danvez a voe implijet e-leizh er sinemaioù, kazetennoù, abadennoù radio. Ar pal a oa eus un tu bammañ pe badaouiñ an dud gant skeudennoù estonus ha modern.

Obererezhioù

Meur a obererezhioù propaganda a oa bet a-fed haroañ ar brezel gant ar Wehrmacht ar Waffen-SS evel:

  • Die Deutsche Wochenschau – Heuliad keleier brezel
  • Der Adler – Kazetenn al Luftwaffe, an nijlu
  • Unsere Jagdflieger – heuliad romantoù pulp gant Heftroman, o kontañ istorioù stourmerien al Luftwaffe
  • Adler-Bücherei – heuliad levrioù propaganda embannet dre urhzioù Hermann Göring, penn uhel al Luftwaffe

Tuadur enep-yuzev

E-pad ar brezel war talbenn ar Reter e voe implijet kalz labour ar Propagandakompanie evit lakaat poblañsoù an douaroù nevez aloubet da sevel a-enep ar yuzevien. Ur wech tapet ul lec'h e errue an unvezioù-se da begañ skritelloù pe reiñ paperioù-nij e-leizh enep yuzev hag enep komunour.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.