Ploiești
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ploiești (distaget [ploˈjeʃtʲ] e roumaneg) zo ur gêr vras eus Roumania. Emañ en hanternoz da Vukarest, un hanter-kant kilometr bennak diouzh ar gêr-se.
Ur c'hroashent a bouez eo Ploiești, etre Bukarest, Transilvania ha Moldavia. Ur greizenn c'hreantel vras eo ivez : eno e oa bet digoret ar burerezh tireoul vras kentañ er bed, e 1856-1857.