![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/GulfofMexico3D.jpg/640px-GulfofMexico3D.jpg&w=640&q=50)
Pleg-mor
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul ledennad vor vras, dezhi ur stumm kamm o sankañ en douar eo ar pleg-mor, a-wechoù ken digor war an donvor hag ur bae met brasoc'h egetañ, ken eo dezhañ un hed a kantadoù kilometrad ha miliadoù peurvuiañ. Al lenn-vor, eus he zu, zo damserr ha bihanoc'h eget ar pleg-mor, evel Lenn-vor Brest ha Pleg-mor ar Mor-Bihan daoust da vezañ graet ur pleg-mor anezhañ.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/GulfofMexico3D.jpg/640px-GulfofMexico3D.jpg)
Plegoù-mor a zo e lennoù bras dour dous ivez, evel Lenn Victoria en Afrika.