Ur plac'h-enor, pe dimezell a enor pe dimezell a heul, en ul lez, zo ur plac'h karget da servij ur rouanez pe ur briñsez, pe un itron a renk uhel.
En Istor Europa e veze alies ur plac'h eus an noblañs, hogen a renk izeloc'h eget an hini edo o servij. Koulskoude e veze muioc'h ur gompagnunez d'he mestrez eget ur servijerez.
Plijout a rae d'ar rouaned ha d'o mibien merc'heta e-touez ar plac'hed-enor-se ma veze aes dezho kavout serc'hed yaouank diouzh o ezhomm.
Plac'hed a enor brudet
- Mary Boleyn, c'hoar da Anne Boleyn, serc'h da Herri VIII er bloaz 1520
- Peder eus gwragez Herri VIII, Anne Boleyn, Jane Seymour ha Catherine Howard a voe dimezelled a enor a-raok dimeziñ d'ar roue
- Sarah Jennings, pried 1añ Dug Marlborough
- Cynthia Elinor Beatrix Hamilton
- Murasaki Shikibu, skrivagnerez
- Sei Shōnagon
- Charlotte von Stein
- Maria Luisa di Savoia, Priñsez Lambal, itron gant ar rouanez Marie-Antoinette
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.