From Wikipedia, the free encyclopedia
Phèdre pe Phèdre et Hippolyte zo ur pezh-c'hoari gallek skrivet e 1677 gant ar skrivagner gall Jean Racine diwar mojenn Faidra.
Krouet e voe d'ar Gwener 1añ a viz Genver 1677, anvet Phèdre et Hippolyte, war leurenn an Hôtel de Bourgogne. Daou zeiz goude e voe krouet ur pezh all, anvet Phèdre et Hippolyte ivez, savet gant Nicolas Pradon war leurenn an Hôtel Guénégaud. Da gentañ e seblantas pezh Pradon ober muioc'h a verzh, met a-benn ar fin eo hini Racine a blijas muioc'h, ken e voe ankouaet pezh Pradon a-benn un toullad mizioù.
Goude ar pezh-se e paouezas ar skrivagner da skrivañ c'hoariva evit bezañ istorour ar roue gall Loeiz XIV. Ne skrivo nemet daou bezh ken e fin e vuhez, hag an daou a vo awenet gant ar Bibl: Esther (1689) hag Athalie (1691).
Awenet e oa Racine gant ar pezh latin Phaedra savet gant Seneca ar Yaouankañ[1].
Meur a wech a-raok e oa bet skrivet e galleg diwar-benn istor Faidra.
Skrivet eo an oberenn e gwerzennoù daouzeksilabennek, hervez giz ar c'hoariva klasel gall, hag e pemp arvest.
Karantez a vag Phèdre ouzh he lezvab, Hippolyte, mab Thésée, hag Antiope, rouanez an Amazonezed. Hippolyte avat a gar Aricie. Mervel a ra Thésée.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.