Pekari Chaco
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pekari Chaco (Catagonus wagneri) a zo ur bronneg karnek hag a vev e kreiz Suamerika (Arc'hantina, Bolivia ha Paraguay). Ar spesad nemetañ eo er genad Catagonus.
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Kerentiad : | Tayassuidae | ||
Genad : | Catagonus | ||
Anv skiantel | |||
Catagonus wagneri Rusconi, 1930 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Tennañ a ra d'ar pemoc'h, gant ur moj kalet ha reun gell-gris. Etre 30 ha 50 kg eo e bouez. Hiroc'h eo e zivskouarn, e lost hag e voj eget re ar pekaried all.
Azas eo e gorf ouzh an endro : sinusoù diorroet mat evit talañ ouzh ar sec'hor hag ar poultrennoù, treid bihan evit fiñval aezet e-touez plant dreinek.
Ganet e vez ar re vihan etre miz Gwengolo ha miz Kerzu dreist-holl. Gouest int da redek un nebeud eurvezhioù goude o ganedigezh.
Bevañ a ra e tropadoù betek 10 pekari enno. Oberiant eo diouzh an deiz ha dreist-holl diouzh ar beure. Kouronkañ a ra er fank hag er poultr.
Un dourenn laezhheñvel ha c'hwezh ganti a vez ezveret gant gwagrennoù war kein ar pekari. Strewet e vez en ur frotañ ouzh plant evit merkañ an tiriad.
En em vagañ a ra diwar kaktuz dreist-holl : Diskar a ra ar plant gant e voj ha frotañ anezho ouzh an douar evit tennañ an drein diwarno. Gallout a ra ivez dizreinañ ar c'haktuz gant e zent ha tufañ anezho goude.
Bevañ a ra ar pekari-mañ en endroioù diziraezus pe diaes mont enno, e takadoù sec'h ha tomm ar Gran Chaco.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.