![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fd/Piper_nigrum_-_K%25C3%25B6hler%25E2%2580%2593s_Medizinal-Pflanzen-107.jpg/640px-Piper_nigrum_-_K%25C3%25B6hler%25E2%2580%2593s_Medizinal-Pflanzen-107.jpg&w=640&q=50)
Pebr
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar pebr a zo ur spis fardet gant hugennoù meur a spesad pebrenned, plant eus kerentiad ar piperaseged. N'eus nemet frouezh ar Piper negrum hag ar Piper longum a vez graet « pebr » anezho ent-lezennel.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fd/Piper_nigrum_-_K%C3%B6hler%E2%80%93s_Medizinal-Pflanzen-107.jpg/320px-Piper_nigrum_-_K%C3%B6hler%E2%80%93s_Medizinal-Pflanzen-107.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/20/Piper_nigrum_Dried_fruits_with_and_without_pericarp_-_Penja_Cameroun.jpg/640px-Piper_nigrum_Dried_fruits_with_and_without_pericarp_-_Penja_Cameroun.jpg)
Gant ar spesad Piper nigrum e vez produet pebr du, gwenn pe c'hlas hervez mare an eost hag an doare d'e fardañ.
- ar pebr du a vez fardet gant hugennoù tost darev, lakaet e go ha sec'het ;
- ar pebr gwenn a vez fardet gant hugennoù darev ha diblusket ;
- ar pebr glas a vez fardet gant hugennoù dizarev a vez miret en ul lec'h gleborek.
Emañ orin gouniderezh ar pebrenned war aod kornôg India (aod Malabar) e stad ar C'herala. En em ledet eo da c'houde e broioù all eus Azia ar Gevred, Madagaskar ha Brazil.
Implijet-kenañ eo ar pebr en abeg d'e vlaz brout-tre a zeu diwar amidoù eus ar piperidin.
Dont a ra e anv eus ar sañskriteg pippali en deus roet al latin piper. Abaoe mare Aleksandr Veur eo e vije bet graet implij anezhañ e Gres.
Er Grennamzer e veze rouez ar spisoù e-giz ar pebr. Evit gwir e voe merket kenwerzh ar spisoù gant aloubidigezh Aleksandria e 642 gant an Arabed. Setu perak e veze implijet ar re rouesañ anezho, ar pebr en o zouez, e-giz moneiz.