Pavilhon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar pavilhon a zo ur c'hresteneg mor arvevat, e anv spesad Lernaeenicus sprattae. Bevañ a ra diwar-goust ar pesked-mor evel ar gliziged pe ar sardin o sunañ o gwad.
Muioc'h a ditouroù Rummatadur filogenetek, Anv skiantel ...
| |||
---|---|---|---|
Ur pavilhon war lagad ur glizig | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Maxillopoda | ||
Urzhad : | Siphonostomatoida | ||
Kerentiad : | Pennellidae | ||
Genad : | Lernaeenicus | ||
Anv skiantel | |||
Lernaeenicus sprattae Sowerby, 1806 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Serriñ
Larvennoù ar spesad a ra o annez war angelloù pe skantoù ar munus. Plijout a ra gwelloc'h d'ar parezed en o oad gour en em stagañ ouzh sichenn an angelloù pe e-barzh lagadoù ar re yaouank pe ar pesked en o oad gour. Lakaet e vez gwall glañv ar pesked gant ar pavilhonoù abalamour d'ar gwad a sunont.
Distreiñ a ra ar sardin d'o zachennoù dozviñ er mor bras e diwezh an hañv; a-drugarez d'an divroadeg-mañ e c'hall an arvevad en em barañ ha reiñ lañs d'ur c'helc'hiad nevez.