Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Mezheven
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Naziegezh eo ideologiezh Strollad Broadel ha Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ), a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler.
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù ).
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.