Paotr e vec'h lann
From Wikipedia, the free encyclopedia
Paotr e vec'h lann, pe "an den el Loar", a ra dave da veur a skeudenn pareidolek eus un dremm den, ur penn, pe ur c'horf a vez anavezet en hengounioù zo e kant al Loar pa vez en he c'hann. Diazezet eo ar c'hredennoù-se war an tarchoù teñval (anavezet e steredoniezh evel Morioù al Loar) hag an uheldirioù livet skañvoc'h war c'horre al Loar.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/0/0e/Curious_Myths_p_190_illustration.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/04/Le_Voyage_dans_la_lune.jpg/200px-Le_Voyage_dans_la_lune.jpg)
Displegadennoù disheñvel zo diwar-benn an abeg ma weler un den el Loar hervez ar sevenadurioù.