Otto Iañ (dug Saks)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Otto Iañ, dug Saks a oa ganet war-dro 851 ha marvet d'an 30 a viz Du 912. Lesanvet e oa Illur ha Meurdezus. E kronikenn Annalista Saxo eo skrivet e oa eus Otto un ducis de Liudolfi de filius[1], da lavarout eo e oa mab da Liudolf Saks (830-864), ha da Oda, merc'h d'ar priñs frank Billung ha d'e bried Aeda.
Marteze e oa gourvab da Widukind hag e tiskenne, dre e vamm, eus Karl-Veur. Dug Saks e voe Otto war-lerc'h e vreur Bruno (pe Brunon), e 880, ha betek e varv. Lazhet e oa bet e vreur en un emgann ouzh ar Vikinged. Otto a vrezelias ouzh an Hungared hag ar Wended, hag a reas eus Saks ar galloudusañ dugelezh c'herman.