Agent Orange
From Wikipedia, the free encyclopedia
Agent Orange, "Kontammer Orañjez", zo lesanv ul louzoù-lazhgeot bet implijet gant lu Stadoù-Unanet Amerika e-kerzh Brezel Viêt Nam dreist-holl etre 1961 ha 1971.
Diliv eo an Agent Orange e gwirionez, nemet ur vandenn orañjez a veze lakaet war an endalc'herioù[1].
Fedoù berr-ha-berr Chemical formula, Canonical SMILES ...
Serriñ
Dre nijerezioù, dre viñsaskelloù mod Huey pe c'hoazh dre bigi ha kirri-samm e veze stlapet war janglenn Viêt Nam evit drastañ goudor naturel ar Viet Cong.
Ouzhpenn da vezañ un arm brezel ez eo ivez un arm spont euzhus hag a zegas kudennoù yec'hed a bep seurt, krignoù-bev en o zouez, d'an dud taget gantañ ; gwashoc'h c'hoazh, degas a ra kudennoù yec'hed war meur a remziadoù. Hiziv an deiz c'hoazh e c'houzañv poblañs Viêt Nam diwar ar c'hontammer Orañjez.