Olier V Klison
From Wikipedia, the free encyclopedia
Olier V Klison, ganet d'an 23 a viz Ebrel 1336 e kastell Klison ha marvet d'an 23 a viz Ebrel 1407 e kastell Josilin, a oa ur baron breizhat hag ur brezelour gall eus dibenn ar Grennamzer, kont Pourc'hoad, baron Pont-ar-C'hastell, ha konestabl Bro-C'hall. Brudet e oa da vezañ brezelour kadarn ha kriz en emgannoù ; ar C'higer e oa e lesanv.
|
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Olivier V de Clisson |
Anv-bihan | Olivier, Olier |
Anv-familh | de Clisson |
Deiziad ganedigezh | 23 Ebr 1336 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Klison |
Deiziad ar marv | 23 Ebr 1407 |
Lec'h ar marv | Kastell Josilin |
Tad | Olier IV Klison |
Mamm | Janed Belleville |
Pried | Catherine de Laval, Marguerite de Rohan |
Bugel | Margaret of Clisson, Béatrix|Isabelle de Clisson, Comtesse de Porhöet |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | milour |
Karg | Constable of France |
Brezel | Brezel Kant Vloaz |
Da gentañ e oa enebour bras Bro-C'hall, dre ma oa bet dibennet e dad e 1343 diwar urzh ar roue gall Fulup VI. Goude e troas a-enep an dug Yann IV, mignon d'ar Saozon, ha mont a reas da vrezeliñ evit ar rouaned c'hall Charlez V hag e vab Charlez VI.
Neuze ec'h adskoulmas gant Yann IV, ma voe lakaet da dutor e vab, Yann V.
Dre ma oa brezelour ampart e voe anvet da gonestabl Bro-C'hall en 1380. Perzh a gemeras e Brezel Hêrezh Breizh, hag en Emgann an Alre, ma kollas ul lagad.