Odysseüs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Odysseüs pe Odiseüs (pe Ulises[1]) a zo unan eus harozed vrudetañ gwengelouriezh Hellaz. Mab e oa da Laertes, roue Itaka, ha d'e bried Antiklea. Dimezet e oa da Benelope, ha tad e oa da Delemac'hos. Er pezh c'hoari Iphigenia en Aulis, gant Euripides, eo Sisifos a zo kontet da vout tad dezhañ.
- Evit Ulysses, gant James Joyce, mont da welout Ulysses (romant).
Brudet eo e finesa, pe "metis", hag abalamour da se e vez anvet alies Odysseüs widreüs e skridoù an Henamzer.
Kontet eo lod eus e gurioù en Ilias, hag en Odysseia, an daou veurgan savet gant ar barzh Homeros, en Henc'hres, ha pennharoz an Odysseia eo zoken. En Ilias e tiskouezer ar perzh a gemeras e Brezel Troia[2] e-pad brouez Akilles. Ur wezh echu ar brezel e klaskas distreiñ d'e enezenn, met kantren a reas e-pad dek vloaz a-hed aodoù ar Mor Kreizdouar tra ma oa e wreg Penelope er gêr ouzh e c'hortoz. E veajoù eo a zo kontet en Odysseia paoao klask distreiñ d'ar gêr.