Oadvezh ar maen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Oadvezh ar Maen a zo ur prantad eus ar Ragistor ma krogas an Hominidae (ar genadoù Homo, Australopithecus, ha Paranthropus) da sevel benvegoù maen. Rannet eo etre tri oadvezh all:
- Paleolitik / henoadvezh ar maen
- Mezolitik / krennnoadvezh ar Maen
- Neolitik / nevezoadvezh ar Maen
Implijet e veze ar prenn hag an eskern ivez met ne chom ket kalz roudoù anezhe e-skoaz ar miliadoù binviji maen. Ar maen, ar c'hailhastr peurgetket, a veze aozet da sevel binviji lemm hag armoù. An anv « Oadvezh ar maen » zo erru un tamm dispredet hiviziken hag e kaver gwell ober gant prantadoù resisoc'h evel : Henoadvezh ar Maen, Krennnoadvezh ar Maen pe Nevezoadvezh ar Maen.
Cheñch a ra bevennoù kronologek an oadvezh hervez ar vro zo kaoz anezhi ha diouzh an arouezioù-barn a implijer. Lavaret a reer peurliesañ avat e krogas ar prantad-se war-dro 2,5 milion a vloavezhioù zo pa gomañsas an Hominidae da sevel benvegoù maen. Daoust ma c'haller komz eus un oadvezh ar maen hollek a dalvezfe evit an denelezh a-bezh, strolladoù zo n'o deus biskoazh dizoloet teknikoù da labourat ar metal ha chom a rejont eta en Oadvezh ar maen keit ha ma ne'n em gavjont ket gant ur sevenadur a oa muioc'h diorroet e deknologiezh. A-wezhioù un nebeud bloavezhioù zo hepken.
Heuliet e oa ar prantad-se gant Oadvezh an arem, pa grogas ar benvegoù arem da vezañ boutin, etre 8000 ha 4500 vloaz zo. Soñjal a reer peurliesañ e erruas broioù ar Reter-Kreiz hag Azia ar Gevred e diwezh oadvezh ar maen war-dro 6000 vloaz a-raok J.-K., Europa, peurrest Azia hag Afrika e-tro 4000 vloaz kent J.-K. ha sevenadurioù Amerika war-dro 2500 a-raok J.-K.
Meneget zo un hevelep oadvezh en ur vartezeadenn prederouriezh e De natura rerum gant Lucretius[1].