![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e3/T%25C6%25B0%25E1%25BB%25A3ng_%25C4%2591%25C3%25A0i_c%25E1%25BB%25A5_Nguy%25E1%25BB%2585n_Du.jpg/640px-T%25C6%25B0%25E1%25BB%25A3ng_%25C4%2591%25C3%25A0i_c%25E1%25BB%25A5_Nguy%25E1%25BB%2585n_Du.jpg&w=640&q=50)
Nguyễn Du
From Wikipedia, the free encyclopedia
Nguyễn Du (阮攸 ; 1766-1820) a oa ur barzh hag ur skrivagner vietnamek brudet, hag a rae gant an chữ nôm, doare-skrivañ kozh ar vietnameg. Ganet e voe e 1766 e Bích Câu, Thang Long, en ur familh nobl. E dad, Nguyễn Nghiễm, a oa bet kentañ ministr evit rouaned an tiegezh Lê, hag 21 bugel en doa bet gant 8 gwreg.
- Gant un den eus Vietnam e pled ar pennad-mañ ; Nguyễn eo anv ar familh neuze.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e3/T%C6%B0%E1%BB%A3ng_%C4%91%C3%A0i_c%E1%BB%A5_Nguy%E1%BB%85n_Du.jpg/320px-T%C6%B0%E1%BB%A3ng_%C4%91%C3%A0i_c%E1%BB%A5_Nguy%E1%BB%85n_Du.jpg)
E oberenn anavezetañ eo Truyện Kiều (傳翹, da lavaret eo Istor Kiều), anvet da gentañ Đoạn Trường Tân Thanh (斷腸新聲), istor ur plac'h kaer hag a zimez evit saveteiñ he familh. Skrivet eo e gwerzennoù, en ur stumm klasel eus al lennegezh vietnamek. Hiziv c'hoazh eo brudet ar skrid hir-se ha studiet e vez er skolioù. Skrivet e voe, evel ar skridoù all en XVIIIvet kantved, er skritur chữ nôm. Lakaet e voe sonerezh warnañ gant Quách Vĩnh Thiện.
Skridoù all a savas Nguyễn Du, e vietnameg hag e sinaeg.