From Wikipedia, the free encyclopedia
Nestor "ar C'hroniker" (ukraineg : Нестор Літописець Nestor Litopysets ; Kyiv, ~1056 – Manati Kyyevo-Petcherska, Kyiv, ~1114) a oa ur sentvuhezour ha marteze ur c'hroniker eus Rous Kyiv[1].
Nestor ar C'hroniker | |
---|---|
Нестор Літописець | |
Poltredet en iliz-veur Sant Volodymyr Kyiv gant Viktor Vasnetsov (1919) | |
Ganedigezh | ~1056, Kyiv, Rous Kyiv |
Marv | ~1114, Manati Kyyevo-Petcherska, Kyiv |
Prouet eo bet ez eo Nestor aozer buhezioù ar sent Boris Volodymyrovytch ha Gleb Volodymyrovytch, mibien da Volodymyr I Kyiv, ha Theododius Petcherska ((uk) Феодосій Печерський})[2].
Brudet eo ivez en un doare hengounel evel aozer Danevell ar bloaziadoù tremenet (Повість временних літ Povisti vremennyc'h lit "Danevell an hañvezhioù tremenet"), anezho ur c'hronik a-zivout Rous Kyiv adalek ar bloavezhioù 850 betek ar bloaz 1110 ; The Russian Primary Chronicle ("Kronik Kentael Rusia"), berraet e Primary Chronicle, a reer e saozneg eus an oberenn-se. Abaoe studioù bet graet adalek an XXvet kantved avat e vez dislavaret an hengoun.
En abeg da gement-se e vez graet aliesoc'h "Nestor ar Sentvuhezour" anezhañ bremañ kentoc'h eget "Ar C'hroniker", e lesanv hengounel en Ukraina hag e Rusia.
War-dro ar bloaz 1056 d'an abretañ e voe ganet Nestor e Kyiv. Goude marv sant Theodisius Petcherskyy ((uk) Феодосій Печерський Feodosiy Pechersʹkyy ; 1009-1074), en doa diazezet manati Petcherskyy e Kyiv, ec'h eas Nestor d'ar manati ma voe degemeret ha lakaet da ziagon.
A-feur ma tremene ar bloaziadoù e studias an doueoniezh, an henc'hresianeg, an Istor hag al lennegezh. Dre-se e troas da gendastumer darvoudoù a oa c'hoarvezet en tremened.
E-tro ar bloaz 1114 e varvas Nestor, oadet a 58 vloaz pe war-dro. Beziet e voe e mougevioù ar manati. Da sant an Iliz ortodoks e voe lakaet ; lidet e vez bep 28 a viz Gwengolo ha da eil Sul ar C'horaiz Meur, a-gevret gant bodadeg (σύναξις súnaxis en Iliz ortodoks) holl venec'h manati Petcherskyy Kyiv[3].
Er bloaz 1113 e voe echuet ar C'hronikoù, eleze bloaz a-raok tremenvan Nestor.
Eus Rous Kyiv e teu ar skridoù koshañ a gaver e kement mammenn a denn da Istor Rusia, pa oa Kyiv kêr-benn veur Slaved ar Reter, koulz war dachenn ar politikerezh ha hini ar sevenadur ; Danevell ar bloaziadoù tremenet (diwar lavarenn gentañ an oberenn) a reer eus an dafarad-se, a voe dastumet hag eilet e 1722 diwar urzh an tsar kozh Piotr Iañ Alekseyevitch Romanov.
Diwar zielloù manati Petcherskyy, bet embannet e 1661, e krogas al lenneien da lakaat ar C'hronik war anv Nestor, a-gevret gant Bloazdanevelloù Kyiv (Київський літопис Kyyivsʹkyy litopys), bet skrivet e-tro ar bloaz 1200 e manati Vydubytchi e Kyiv, ha gant Kronik Galitsia-Volhynia, zoken pa zanevellont darvoudoù a c'hoarvezas degadoù a vloaziadoù goude marv Nestor[4]. Un arguzenn all e voe ar ger « нестера » nestera bet kavet e deroù ar skrid anvet "Kodeks C'hlyebnykov" (Хлєбниковський список Khlyebnykovsʹkyy spysok) bet kendastumet e-tro 1575[5].
Betek an XIXvet kantved e veze lakaet ar C'hronik war anv Nestor "ar C'hroniker", hogen dre zielfenniñ an oberenn ha dre he c'heñveriañ ouzh labourioù anavet-mat diwar zorn Nestor ez eus bet kavet ez eo Istorioù ar bloaziadoù tremenet ur c'hendastum savet diwar meur a skrid koshoc'h deuet eus kronikoù meur a lec'h e Rous Kyiv[6]. Ouzhpenn se ne gaver roud ebet er C'hronikoù eus stil Nestor en e sentvuhezskridoù, ha dislavaroù zo etre an daou labour[7]. Brete a voe e-mesk al lenneien adalek ar bloavezhioù 1830 betek deroù an XXvet kantved a-zivout aozer ar C'hronikoù, hep disoc'h ebet, neuze e chomjod gant "Nestor ar C'hroniker'.
E 1953 e oa anat ne oa ket ar C'hronik diwar zorn Nestor hepken[8]. E 1981 e voe prouet ivez e oa bet ouzhpennet « нестера » da Godeks C'hlyebnykov[9]. Ne gaver ar ger-se en hini ebet eus ar pemp kentel all eus ar PVL, neuze ne c'hall bezañ bet skrivet nemet gant un eiler a grede dezhañ divinout anv an aozer.
"Nestor ar Sentvuhezour" a reer bremañ eus ar manac'h kentoc'h eget "Nestor ar C'hroniker".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.