![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d0/Ixion_and_Nephele.jpg/640px-Ixion_and_Nephele.jpg&w=640&q=50)
Nefele
From Wikipedia, the free encyclopedia
Nefele (henc'hresianeg : Νεφέλη Nephélê, eus νέφος néphos, "koumoulenn") a oa ur goabrenn krouet gant Zeus, hervez skeudenn Hera, evit touellañ Iksion.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d0/Ixion_and_Nephele.jpg/320px-Ixion_and_Nephele.jpg)
Dimeziñ a reas-hi gant Athamas, ha daou c'hevell o doe, Helle ha Friksos.
Diwezhatoc'h e timezas Athamas gant ur briñsez anvet Ino. Kaset ar goabrenn da redek an oabl, ha ret dezhi kuitaat he bugale. Met bevañ a rae en anken o soñjal e vije lazhet Friksos gant Ino evit lakaat he mab da ren goude an tad.
Pa welas edo Ino o vont da lazhañ an daou vugel e c'houlennas Nefele skoazell digant an doueed. Hermes a gasas dezhi ar maout C'hrysomallos a nijas d'o saveteiñ.