![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/92/Arbeit_Macht_Frei_Dachau_20180125-PR6A9314.jpg/640px-Arbeit_Macht_Frei_Dachau_20180125-PR6A9314.jpg&w=640&q=50)
Naziegezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
An naziegezh eo ideologiezh faskour ar "Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman" (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer ("rener") Adolf Hitler.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Deiziad kregiñ ...
Naziegezh
Iskevrennad eus | faskouriezh, Enepyuzevegezh, Ethnic supremacism ![]() |
---|---|
Deiziad kregiñ | 1920 ![]() |
Deiziad echuiñ | 8 Mae 1945 ![]() |
Serriñ
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.