From Wikipedia, the free encyclopedia
An Navac'hoed (Diné pe Naabeehó e navac'hoeg), skrivet Navajo pe Navaho e saozneg, a zo ur bobl henvroat Amerindianed eus Amerika an Norzh, an hini niverusañ er Stadoù-Unanet gant 300 048 den enskrivet. Ur gouarnamant damemren o deus, meret gantañ ar brasañ mirva Indianed eus ar Stadoù-Unanet, Naabeehó Bináhásdzo (pe Diné Bikéyah), en Arizona, Utah ha New Mexico.
An anv "Navajo" a zeu eus ar spagnoleg (Apaches de) Navajó (Apacheed an Navajó), gant al lizherenn j a zo evit c'h, ar pezh a dalvez "an Apacheed eus ar maezioù a-hed ar ganienn" (navahū a zo ur ger tewaek er penn kentañ). An Navac'hoed a ra Diné anezho o-unan, ar pezh a dalvez "denien, tud, pobl"; an anv all Naabeehó a zo un amprest).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.