From Wikipedia, the free encyclopedia
The Troubles e saozneg pe Na Trioblóidí, en iwerzhoneg, a oa bet ur prantad bec'h politikel, etnek, relijiel ha broadel en Norzhiwerzhon hag a oa padet 30 vloaz etre ar bloavezhioù 1960 ha 1998. Kroget e oa e fin ar bloavezhioù 60[1] hag echuet etre ar bloavezhioù 1997 ha 2007, hervez an dud[2]. An Trubuilhoù a zo bet diskrivet a-wechoù evel ur "brezel amreoliek" pe ur "brezel a live izel". Kroget e oa ar prantad-se er bloavezhioù 1960, roet evel dave gant skrid-emglev ar Good Friday Agreement e 1998.
Stad | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
Lec'h | Norzhiwerzhon |
Deiziad | 1998 |
Deiziad kregiñ | 1960s |
Deiziad echuiñ | 1998 |
Darn eus ar feulster a oa bet war douaroù Norzhiwerzhon, met en em ledet e oa an darvoudoù e Republik Iwerzhon, Bro-Saoz, ha betek Europa kevandirel. Ar bec'h a oa diazezet war dizemglevioù politikel ha broadelour, a-ziwar darvoudoù istorel. Bet e oa ivez ur bec'h etnek gant ul lodenn relijiel strizhkredour met en desped da implij an anvioù-gwan protestant ha katolik evit ober anv eus an div gostezenn, ne vez ket gwelet evel ur bec'h relijiel. Unan eus ar skoulmoù a oa statud Norzhiwerzhon. An unanourien pe lealourien, a oa an darn vrasañ anezho en Ulster protestant evit abegoù istorel, ar re-se a felle dezho e chomfe Norzhiwerzhon ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Ar vroadelourien iwerzhonat pe Republikaned, a oa evit darn anezho katoliked eus Iwerzhon, hag ar re-se a felle dezho kuitaat ar Rouantelezh-Unanet ha bezañ adunvanet gant Republik Iwerzhon.
Ar bec'h a oa kroget e-kerzh ur c'hampagn gwirioù keodedel evit talañ ouzh an dispartioù en Norzhiwerzhon a-enep an dud broadelour-katolik gant ar gouarnamant brotestanted-unvanour hag ar galloudoù lec'hel. Ar gouarnamant en doa klasket mougañ an emsavadegoù peoc'hus. Ar polis, ar Royal Ulster Constabulary (RUC), a oa savet dreist-holl gant protestanted ha brudet fall e oa da gaout selloù strizhkredour a-fet relijion kement hag evit feulster ar polis. An tenn a oa feuls etre al lealourien eus an Ulster, a grede dezho ne oa nemet an emsavioù keodedel un digarez evit obererezhioù politikel republikan. E miz Eost 1969 e oa bet emsavadegoù feuls ha kaset al lu saoz, er pezh a zeuio da vezañ brudet evel an oberiadur hirañ gant ar British Army. Savet e voe mogerioù ar peoc'h (Peace walls e saozneg) e lod tiriadoù evit ma ne vije ket a zarempredoù etre ar gumuniezhoù enebet. Lod katoliked o devoa degemeret-mat al lu Saoz da gentañ dre ma soñjent e oa neptuoc'h an nerzh-se evit na oa ar RUC, met buan a-walc'h e oa bet gwelet an nerzh nevez-se evel unan enebet dezho ha direoliek a-fed gwirioù. Un troc'h anat a oa bet goude ar Bloody Sunday e 1972.
An nerzhioù diazez engouestlet en Trubuilhoù a oa bet an aozadurioù damsoudardel republikan evel ar Provisional Irish Republican Army (IRA) hag an Irish National Liberation Army (INLA); an aozadurioù damsoudardel lealour evel an Ulster Volunteer Force (UVF) hag an Ulster Defence Association (UDA); nerzhioù surentez ar Rouantelezh Saoz evel ar British Army hag ar RUC; gant ouzhpenn-se hiniennoù politikel a-bep tu. Nerzhioù surentez Republik Iwerzhon o devoa bet ur roll bihanoc'h er bec'h.
Ar Republikaned a oa bet oberiant gant ur c'hampagn guerrilla a-enep nerzhioù Bro-Saoz evel ur c'hampagn bombezañ a-enep savadurioù, stalioù, ha palioù politikel. Al lealourien o devoa taget ar republikaned/broadelourien ha dre vras ar gumuniezh katolik evel respont hervezo o-unan. D'ar mare-se, e oa feulster relijiel doare lagad evit lagad, bazhad evit bazhad, kement ha stourmoù vendetta etre ar strolladoù damsoudardel. An nerzhioù surentez Saoz o devoa implijet doare d'ober ledan evel kadoniezhoù enepemsavadeg, dreist-holl a-enep ar Republikaned. Bez e voe liammoù diaotreet etre lod nerzhioù Stad Saoz hag al lealourien damsoudardel (gwelet Stevens Inquiries). An Trubuilhoù a oa bet emsavadegoù lies, manifestadegoù ramzel, disentezioù keodedel, ar pezh a oa bet mammenn d'un disparti brasoc'h c'hoazh etre kumuniezhoù ha betek krouidigezh un dachenn diaotreet d'an holl.
Ouzhpenn 3 500 den a oa bet lazhet e-kerzh ar bec'h. War an hollad e oa bet 52% trevour, 32% a oa bet izili nerzhioù surentez Bro-Saoz, ha 16% o vezañ izili strolladoù damsoudardel. An damsoudarded Republikan o devoa lazhet 60% eus hollad an dud, al lealourien 30%, hag an nerzhioù surentez 10%. An aergerzh peoc'h norzhiwerzhonat a oa bet mammenn arsavioù feulster hag eskemmoù etre ar strolladoù politikel, ar pezh en doa degaset ar Good Friday Agreement e 1998. Ar c'henemglev-se e doa lakaet adsevel ur gouarnamant dishual evit Norzhiwerzhon diazezet war rannadur ar galloud, hag o tegemer pennaennoù asant, gwareziñ ar gwirioù keodedel ha politikel, ar barelezh etre katoliked ha protestanted, adreizhoù evit ar polis, dizarmañ an nerzhioù damsoudardel ha kregiñ da zieubiñ goustadik ar brizonidi damsoudardel. Abaoe ar c'henemglev ez eus bet mareadoù gant feulster, gant tagadennoù digoll, gangoù lealour o vezañ penn d'an torfederezh aozet (raket, pourveziñ drammoù, tagadennoù feuls...), hag ivez feulster torfederezh ha politikel gant disivouderien strolladoù Republikan.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.