From Wikipedia, the free encyclopedia
Muntr Appin (Murt na h-Apann e gouezeleg Skos, Appin Murder e saozneg) zo ur muntr politikel c'hoarvezet e 1752 en Appin, e gwalarn Bro-Skos.
D'ar 14 a viz Mae 1752 edo Colin Roy Campbell eus Gleann Iubhar, 44 bloaz, karget gant gouarnamant Bro-Saoz da verañ douaroù ar c'hlann Stiùbhairt Apann (Stewart of Appin) en Argyllshire an Norzh, o treuziñ koad Leitir Mor, e-tal An Dùrar (Duror). Tennet e voe en e gein. Klasket e voe ar muntrer e-touez klann Stiùbhairt Apann, a oa bet diberc'hennet war urzh Campbell dre ma oant e-tu ar Jakobited.
Tamallet e voe Allan Stewart (Alan Breck Stewart), a oa tec'het, hag ar barzh James Stewart (anavezet ivez evel Seumas a' Ghlinne "James of the Glens"), a voe harzet ha barnet.
Petra bennak ma voe anat er prosez ne oa ket bet kemeret perzh ebet gant James er muntr (un alibi mat en devoa) e voe kavet kablus "in airts and pairts"[1] gant ur bodad-barn ennañ tud eus ar barrez ma c'hoarvezas an drouklazh. Ar barner e oa Archibald Campbell, 3e dug Argyll, penn ar c'hlan Campbell ; diwar 15 ezel ar bodad-barn e oa 11 ezel eus ar c'hlan Campbell.
Krouget e voe James Stewart d'an 8 a viz Du 1752.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.