From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar mourroù eo ar blev a gresk war ar vuzell uhelañ, dindan fri un den, hag a c'hall diskenn a bep tu d'ar genoù. Darn a zoug mourroù berr a-walc'h, krennet bep an amzer, tud all a ra war o zro e-pad bloavezhioù ken e vezont hir-mat, hag e vezont gouest da reiñ a bep seurt stummoù dezho.
Ar re hirañ a vez kribet, plezhet zoken a-wechoù.
Paotred zo o devez barv ouzhpenn ur vourrenn.
Merc'hed zo o devez mourroù ivez, ha peurvuiañ e klaskont lemel anezho. Brudet e oa mourroù al livourez Frida Kahlo a ziskoueze anezho didro en hec'h emboltredoù.
Plijout a ra d'ar vugale distresañ poltredoù ha lakaat mourroù d'ar skeudennoù. Tud vras a ra kemend-all gant poltredoù politikourie , ha dreist-holl pa vez dilennadegoù. Mourroù Hitler a vez lakaet a-wechoù, ha ne blij da zen.
E 1919, al livour gall Marcel Duchamp a roas mourroù hag ur bouchig gavr da Vona Lisa Leonardo da Vinci, gant an titl L.H.O.O.Q. ("tomm eo d'he revr")[1].
Ossip Mandelstam, en deus skrivet diwar-benn Stalin : « Pa c'hoarzh e vourroù, e kreder gwelout c'hwiled-du ».
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.