Flodad morlu milourel kevread Rusia (rusianeg: Военно-морской флот Российской Федерации (ВМФ России) berraet en Morlu Rusia eo skourr morlu Nerzhioù Armet Kevread Rusia. Bez' ez eus eus ar morlu-se gant stummoù lies ha disheñvel abaoe 1696. Savet eo bet an doare a-vremañ e miz Genver 1992 pa oa bet kemeret plas Morlu Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (a oa bet o kemer plas ar Morlu Soviedel goude fin an URSS e fin miz Kerzu 1991).

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Morlu Rusia
Thumb
Morlu
Rann eusNerzhioù armet Rusia Kemmañ
Deiziad krouiñ20 Her 1626, 17 Gen 1992 Kemmañ
BrezelRusso-Georgian War Kemmañ
Military branchMorlu Kemmañ
DiazezerPêr Iañ Kemmañ
Office held by head of the organizationCommander-in-Chief of the Russian Navy Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Lec'hSeveromorsk Kemmañ
Sez sokialAdmiralty building in Saint Petersburg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://structure.mil.ru/structure/forces/navy.htm Kemmañ
Item operatedRussian submarine fleet, Russian Navy fleet Kemmañ
Serriñ
Thumb
Skoed ardamez Morlu Rusia
Thumb
Banniel Morlu Rusia
Thumb
Asagn Morlu Rusia
Thumb
Ardamez skoaz Morlu Rusia

Kentañ stumm Morlu Rusia a oa bet e-pad ren an Tsar Pêr Iañ e miz Here 1696. Hervez an hengoun en doa disklêriet : "Ur penn gant un arme n'en deus nemet un dorn, met an hini en deus ur morlu en deus daouarn." Simboloù morlu Rusia, evel an asagn gant kroaz Sant Andrev, ha darn ar gizioù a oa bet ijinet ha lakaet da dalvezout gant Pêr Iañ e-unan.

Morlu Rusia a zo chomet damheñvel e aozadur evel hini an nerzhioù morlu soviedel. Ar flodadoù a zo reoù ar Flodad Norzh, Flodad ar Meurvor Habask, Flodad ar Mor Du, Flodad ar Mor Baltel, Flodad ar Mor Kaspia, Nijlu morlu ha nerzhioù lu an aervorioù (savet gant an droadegiezh morlu, ar fuc'helloù aervorel hag ul lodenn kanolierezh).

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.