Mor Ionian
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Mor Ionian (Deti Jon, da lavarout eo "hor mor-ni" en albaneg, Ιόνιο Πέλαγος e gresianeg, Mare Ionio en italianeg) zo anezhañ ul lodenn eus ar Mor Kreizdouarel, er c'hreisteiz d'ar Mor Adria.
- Er c'huzh-heol dezhañ emañ kreisteiz Italia, gant Kalabria, Sikilia, ha ledenez Salento.
- Er sav-heol dezhañ emañ gevred Albania hag un niver bras a inizi eus Gres, en o zouez Korfou, Zante, Kefalonia, Itaka, ha Lefkas.
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Anv er yezh a orin ...
Mor Ionian
Rann eus | Mor Kreizdouar |
---|---|
Anv er yezh a orin | Ιόνιο Πέλαγος, Mare Ionio |
Bro an diazad | Albania, Italia, Gres |
Anvet diwar | Io |
Stad | Gres, Italia, Albania |
Daveennoù douaroniel | 38°0′0″N 19°0′0″E |
A zo stok ouzh | Strofylia forest |
Serriñ
An holl inizi-se a vez graet an Inizi Ionian anezhe, gant inizi all evel enezeg ar Strofades, Sphagia, Schiza, Sapientza ha Kythira.
Ar mor zo anavezet evel unan eus ar re ma kren an douar dindane.
Listri-beajourien a vez o treizhañ etre Patras (e Bro-Hellaz) ha Brindisi pe Ancona, en Italia. Listri eus Pire a vez ivez.