Moneta
From Wikipedia, the free encyclopedia
Moneta a oa, da gentañ, an anv latin (Monēta e latin) roet e Roma da Mnemosyne, doueez an eñvor e mojennoù Hellaz. Tamm-ha-tamm, war a seblant, ez eus bet kemmesk etre an doueez-se ha Junon, c'hoar ha pried an doue meur Yaou, a veze graet Iūno Monēta anezhi e latin.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e5/Carisia1a2.jpg/320px-Carisia1a2.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f0/CSA-T14-%2450-1861%E2%80%9362.jpg/640px-CSA-T14-%2450-1861%E2%80%9362.jpg)
(1861-1862)
Eus an anv Monēta e teu ar gerioù brezhonek "moneiz", ha "minter", evel ma teu meur a c'her all c'hoazh e meur a yezh :
- e saozneg : money "arc'hant", ha mint (al lec'h ma vez skoet moneiz gant ur minter),
- er yezhoù romanek : monnaie e galleg, moneta en italianeg, moeda e portugaleg, monedă e roumaneg, moneda e spagnoleg,
- e yezhoù arall c'hoazh, evel Монета (distaget "moneta") e ruseg pe c'hoazh Münze en alamaneg pe mynt e svedeg.