From Wikipedia, the free encyclopedia
Guan Moye (管謨業|s=管谟业) zo bet ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1955, gwelloc'h anavezet dindan e anv pluenn Mo Yan (莫言), a zo ur skrivagner sinaat.
Anavezet eo gant lennerien ar c'hornôg dre e romant Klan ar Sorgo ruz bet embannet e 1987. Div levrenn eus an oberenn,Sorgo ruz ha Gwin Sorgo, a zo bet azasaet evit ar sinema (ar film Sorgo ruz) gant Zhang Yimou.
E 2012 e resevas Priz Nobel al lennegezh evit "un oberenn a wirvoudelezh boemet o veskañ kontadennoù pobl, istor ha bed a-vremañ ".
Ganet eo bet e 1955 e pastell-vro Gaomi e proviñs Shandong en ur familh labourerien douar eus bourk Dalan. 11 vloaz oa pa voe roet lañs d'an Dispac'h Sevenadurel. Kuitaat a reas ar skol evit labourat douar. Da 18 vloaz e labouras en ul labouradeg kotoñs. Ur mare a stourmadegoù politikel o tont a eil war lec'h egile e oa (eus ar Lamm Bras War-raok d'an Dispac'h Sevenadurel). E-pad renadur Mao Zedong e lenne dreist-holl romantoù a wirvoudelezh sokialour gant gant stourm a renkadoù evel dodenn bennañ.
Pa echuas an Dispac'h sevenadurel ec'h emezelas Mo en Arme Dieubiñ ar Bobl e 1976 hag e krogas da skrivañ pa oa soudard. Pa gogas da vezañ anavezet evel skrivagner goude an Dispac'h e voe merzet koulz levezon lennegezh varzhus ha lourennek Sina hag hini skrivagnerien estren evel William Faulkner ha Gabriel García Márquez.
Kregiñ a reas Mo Yan da vezañ ur skrivagner a vicher da vare an adaozadurioù hag an digorradur oc'h embann degadoù a zanevelloù hag a romantoù. E romant kentañ a voe Glav oc'h ober e-kerzh un nozvezh nevezamzer, embannet e 1981. Un toullad eus e romantoù a voe troet e saozneg gant Howard Goldblatt, kelenner yezhoù ha lennegezhioù Azia ar Rerer e Skol-veur Notre-Dame.
E 1984 e resevas ur priz a lennegezh digant Kelaouenn Arme Dieubiñ ar Bobl hag e yeas da Skolaj Arzoù Arme Dieubiñ ar Bobl. Aze e kemeras evit ar wech kentañ Mo Yan hag a dalv "an hini dilavar" e sinaeg, evel anv-pluenn. Dipleget en deus en un atersadenn graet gant Jim Leach, prezidant an National Endowment for the Humanities, e teue an anv-se eus ar fed e kemenne e dud dezhañ chom hep lavarout e soñj e diavaez ar gêr abalamour da saviad politikel Sina adalek er bloavezhioù 1950 betek ma voe un den gour.
Embannet e voe e zanevell gentañ Un irvinenn-ruz treuzwelus e 1984. E 1986 e lakas Sorgo Ruz anezhañ da vezañ ur skrivagner brudet er vro a-bezh.
E 1991 e c'hounezas ur vestroniezh war al lennegezh e Skol-veur Normal Beijing.
Brudet eo evit skrivañ kalz ha buan ha peurliesañ gant an dorn.
En e oberennoù vez meneget ar c'hudennoù sokial kalz, istor Sina (bloavezhioù 1920, Brezel etre Japan ha Sina, ar brezel diabarzh, trec'h ar Gomunourion, an darvoudoù politikel liesseurt, kriz alies (Lamm Bras War-raok, naonegezh, Dispac'h Senevadurel, adaozadur an ekonomiezh...). Alies e tremen an traoù en e vro c'henidik (Bourk Dalan ha pastell-vro Gaomi).
Levezonet eo e oberenn gant gwirvoudelezh sokial Lu Xun ha gwirvoudelezh boemet Gabriel García Márquez met ivez gant romantoù marzhus hengounel Sina evel "Riblenn an dour", "Beaj war-du ar C'hornôg" ha "Hunvre ar Gambr Ruz". Lenn a ra troidigezhioù diwar skrivagnerien estren hag aliañ a ra kreñv d'en ober.
E stil a vez marzhus, gwirvoudel "boemet", feuls a-wechoù gant ur fent kriz alies enep ar galloud zoken. Meskañ a ra amzer a-vremañ hag amzer dremenet, re varv gant re vev, mad ha droug, istor ha kontadennoù pobl ...
D'an 11 a viz Here 2012 e tisklerias an Akademiezh Svedat e reseve Priz Nobel abalamour d'e oberenn "a wirvoudelezh boemet a vesk kontadennoù pobl, istor hag amzer-vremañ "("with hallucinatory realism merges folk tales, history and the contemporary"). An 109 vet skrivagnerien o resev ar Priz eo bet hag ar c'hentañ keodedour sinaat (Gao Xingjian, a resevas ar Priz e 2000, bet ganet e Bro-Sina a oa keodedour a Frañs).
Kalz evezhiadennoù a-du pe enep a voe klevet ha lennet goude ma voe bet roet ar priz dezhañ.
Skrivet en deus Mo Yan 11 romant hag un toullad dastumadoù danevelloù.
Meur a filma zo bet tennet eus oberennoù Mo Yan :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.