![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0f/V-2_lift-off.jpg/640px-V-2_lift-off.jpg&w=640&q=50)
Misil
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur misil a vez graet eus un arm aer a c'hell nijal e-unan sikouret gant ur c'haser, keflusker jet pe keflusker roketenn. An termenadur istorel 'misil' a oa implijet da gentañ evit ober anv eus an holl armoù bannet, tennet pe kaset da dizhout ur pal (biroù...). Un arm-tarzh bannet hep kaser a vez anvet obuzenn ma'z eo bannet adal armoù kanolierezh, pe bombezenn ma vez o kouezhañ diouzh ur c'harbed-nij. An diforc'h etre roketenn ha misil er bed milourel eo hemañ : ar misil a zo savet gant ur sistem sturiañ, padal ar roketenn a vez bannet ha ne vez ket sturiet ur wech bannet. Ma vez ur sistem sturiañ d'ar roketenn e teu da vezañ ur "roketenn sturiet".
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Roll elfennoù ...
Misil
Iskevrennad eus | precision-guided munition, Fuzeenn, ranged weapon ![]() |
---|---|
Roll elfennoù | list of missiles ![]() |
Serriñ