Mimi Fariña
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mimi Baez Fariña (ganet Margarita Mimi Baez, 1945 – 2001) a oa ur ganerez hag un emsaverez stadunanat. Merc'h e oa d'ar fizikour Albert Baez ha c'hoar da Joan Baez.
En 1963, d'he 17 vloaz, e oa dimezet e Pariz d'ar romantour Richard Fariña. Meur a albom folk o deus bet graet, en o zouez Celebrations for a Grey Day e 1965, ha Reflections in a Crystal Wind e 1966. E miz Ebrel 1966 e voe lazhet Richard Fariña en ur gwallzarvoud.
Addimeziñ a reas Mimi e Gwengolo 1968 da Milan Melvin e-kerzh ar Big Sur Folk Festival. Derc'hel a reas da seniñ ha da sonrollañ pladennoù, ha da ober troadoù kanañ gant he c'hoar Joan hag ar c'haner folk Tom Jans.
En 1974 e voe savet Bread and Roses gant Mimi Fariña : honnezh a oa ur gevredigezh evit degas sonerezh d'an ospitalioù ha toulloù-bac'h.
Mervel a reas e 2001, en Kalifornia da 56 vloaz, gant ar c'hrign-bev.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.