From Wikipedia, the free encyclopedia
Mic'hail Saakachvili e jorjianeg (მიხეილ ნიკოლოზის ძე სააკაშვილი, distaget [miχeˈil saakʼaˈʃʷili]), anvet Mic'hail Nikolozovytch Saakachvili en ukraineg ( Міхеі́л Ніколозович Саакашві́лі, distaget [m⁽ʲ⁾ixeˈil sɐɐkɐʃˈwil⁽ʲ⁾i]) ha Mic'hail Nikolaievitch Saakachvili e ruseg (Михаи́л Никола́евич Саакашви́ли), a zo ur politiker jorjiat hag ukrainat bet ganet d'an 21 a viz Kerzu 1967 e Tbilisi, kêr-benn Republik Jorjia.
Bet prezidant ar Republik etre 2008 ha 2013. Gounit a reas ar geodedouriezh ukrainat e 2015 ha dont a reas da vezañ gouarnour Oblast Odesa betek 2016. Koll a reas e geodedouriezh jorjiat. Goude un harlu a eizh bloaz e tistroas da Jorjia d'ar 1añ a viz Here 2021 ; harzet e voe raktal gant ar polis ha bac'het e prizon Roustavi.[1]
Saakachvili en deus bet arnodennoù er skol etrebroadel war ar gwir e skol-veur Stad Kyiv e 1992.
D'an 12 a viz Here 2000 e voe anvet da vinistr ar justis e gouarnamant prezidant Edouard Chevardnadze.
D'ar 5 a viz Genver 2008 e voe addilennet e tro gentañ an dilennadegoù prezidant, aet gantañ 52,8% eus ar mouezhioù pa oa aet 27% anezho gant Levan Gatschetschiladse aet war ar renk a-enep dezhañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.