From Wikipedia, the free encyclopedia
Michael Chilufya Sata (ganet d'ar 6 a viz Gouhere 1937 ha marvet d'an 28 a viz Here 2014) zo ur politikour eus Zambia, prezidant ar vro adalek an 23 a viz Gwengolo 2011 betek e varv.
E penn ar strollad politikel PF (Patriotic Front) e oa ha bet eo ministr e gouarnamant Frederick Chiluba er bloavezhioù 1990. Lakaat a reas e anv e dilennadeg prezidantel 2006 hag a gollas a-enep Levy Mwanawasa. Pa varvas hemañ e 2008 e voe aozet un dilennadeg evit envel ur prezidant da vont betek 2011. Trec'het e voe Sata gant Rupiah Banda.
Adlakaat a reas e anv e dilennadeg miz Gwengolo 2011. Trec'h e voe gant 43% eus ar mouezhioù, pa'c'h ae 36% anezhe gant Rupiah Banda.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.